PENNAD 1
Raklavar
PENNAD 1
PENNAD 2
PENNAD 3
PENNAD 4
PENNAD 5
PENNAD 6
Stagadenn
Pennad 1
1 Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, d'ar sent a zo en Efez ha d'ar feizidi e Krist Jezuz:
2 Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad, hag an Aotrou Jezuz-Krist!
3 Benniget ra vo Doue, Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, eñ hag en deus hor benniget a bep seurt bennozhioù speredel el lec'hioù neñvel dre Grist,
4 hervez m'en deus hon dibabet ennañ a-raok krouidigezh ar bed, evit ma vimp santel ha didamall dirazañ
5 dre ar garantez, o vezañ hor raktonket da vezañ e advibien dre Jezuz-Krist, hervez ar plijadur mat eus e volontez,
6 da veuleudigezh gloar e c'hras en deus roet deomp evit netra en e Garet-mat.
7 Ennañ hon eus an dasprenadur dre e wad, hag ar pardon eus ar pec'hedoù, hervez pinvidigezhioù e c'hras,
8 en deus skuilhet warnomp gant fonnder dre bep seurt furnez ha skiant,
9 o vezañ roet deomp da anavezout mister e volontez, hervez ar soñj mat oberius en doa diaraok graet ennañ e-unan,
10 penaos, e roidigezh oberiañs an amzerioù, e tastumje an holl draoù e Krist, kement ar pezh a zo en neñvoù, evel ar pezh a zo war an douar.
11 Ennañ ivez eo, ez omp deuet da vezañ heritourien, o vezañ bet raktonket hervez an diviz eus an hini a ra an holl draoù hervez ma tere ouzh e volontez,
12 evit ma servijimp da veuleudigezh e c'hloar, ni, ar re o deus da gentañ esperet e Krist.
13 Ennañ emaoc'h ivez, o vezañ klevet ger ar wirionez, an Aviel eus ho silvidigezh, hag o vezañ kredet ennañ, oc'h bet siellet gant ar Spered-Santel a oa bet prometet,
14 hag a zo un arrez eus hon hêrezh, evit dasprenadur ar re en deus Doue perc’hennet da veuleudigezh e c'hloar.
15 Dre-se, o vezañ ivez klevet komz eus ho feiz en Aotrou Jezuz hag eus ho karantez e-keñver an holl sent,
16 ne baouezan ket da drugarekaat evidoc'h, o kaout soñj ac'hanoc'h em pedennoù,
17 evit ma teuio Doue hon Aotrou Jezuz-Krist, an Tad a c'hloar, da reiñ deoc'h ur spered a furnez hag a ziskuliadur en e anaoudegezh,
18 ha ma sklaerio daoulagad ho klevidigezh, evit ma'c'h anavezot da bebezh esperañs oc'h galvet, pebezh pinvidigezh eo gloar e hêrezh evit ar sent,
19 ha pebezh brasted divuzul e c'halloud a ziskouez en hor c'heñver-ni, ar re a gred, hervez oberiusted galloud e nerzh,
20 displeget gantañ e Krist, p'en deus e adsavet a-douez ar re varv, hag e lakaet da azezañ a-zehou dezhañ el lec'hioù neñvel,
21 dreist pep mestroni, pep galloud, pep nerzh, pep aotrouniezh, ha pep anv a c'hellfe bezañ anvet, neket zoken er c'hantved-mañ, met ivez en hini da zont.
22 Lakaet en deus pep tra dindan e dreid, hag en deus e roet evit penn-bras d'an Iliz;
23 houmañ a zo e gorf, al leunder eus an hini a leugn an holl en holl.
La Bible en Anjou et Bretagne
Ar Bibl en Anjev hag e Breizh