LIZHER D'AN EFEZIZ
Degemer mat d'an holl vrezhonegerien!

War al lec'hienn-mañ e kavot ul levr eus ar Bibl: Lizher Paol d'an Efeziz. Evel ma ouzoc'h marteze, ar Bibl a zo ul levraoueg rannet e div lodenn, an Testamant Kozh hag an Testamant Nevez. En Testamant Nevez e kaver 27 levr, skrivet da gentañ e gresianeg:
- 4 Aviel
- Levr Oberoù an Ebestel
- 21 Lizher
- Levr an Diskuliadur

Al Lizher d'an Efeziz a zo ul levr bihan a-walc'h (6 pennad), a zisklêr penaos en deus Doue roet d'ar gristenien burzhudoù dispar evit netra dre Jezuz-Krist, hag a ziskouez penaos e c'hellomp en em ren en un doare plijus da Zoue. Diskuliet eo ennañ mister ar silvidigezh hag ar vuhez peurbadus en un doare ispisial, a leugn kalonoù ar gristenien a levenez neñvel.

Skrivet eo bet al lizher-se gant an abostol Paol e-pad ma oa prizoniad e Rom, war-dro ar bloavezh 61 goude H.S.

Troidigezh al Lizher d'an Efeziz a gavit amañ, a zo tennet eus un Testamant Nevez deuet er-maez e 2004. Er bajenn "Raklavar", e kavot titouroù diwar-benn troidigezh an Testamant Nevez en e bezh, ha liammoù etrezek lec'hiennoù all diwar-benn ar Bibl e brezhoneg.

Raklavar
PENNAD 1
PENNAD 2
PENNAD 3
PENNAD 4
PENNAD 5
PENNAD 6
Stagadenn
Ecrivez-nous :
b.49bzh(at)orange.fr
22351
Visiteurs

Statistiques
détaillées
La Bible en Anjou et Bretagne
Ar Bibl en Anjev hag e Breizh